24
 1 Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d'ar bez, o tegas ganto al louzoù a c'hwez-vat o devoa fichet; [hag ur re bennak o heulie].  2 Hag e kavjont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez.  3 O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz.  4 Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho, gwisket gant dilhad lugernus.  5 Evel ma oant spontet, ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev?  6 N'emañ ket amañ, adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en devoa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea,  7 o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv an trede deiz.  8 Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù.  9 O vezañ distroet eus ar bez, e tisklêrjont an holl draoù-se d'an unnek, ha d'an holl re all.  10 Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d'an ebestel.  11 Met e kemerent ar pezh a lavarent dezho evel ur sorc'henn.  12 Koulskoude, Pêr a savas hag a redas d'ar bez; o vezañ pleget, ne welas nemet al lienennoù war an douar; mont a reas kuit, souezhet ennañ e-unan eus ar pezh a oa c'hoarvezet.  13 An deiz-se memes, daou anezho a yae d'ur vourc'h anvet Emmaüz, war hed tri-ugent stadenn diouzh Jeruzalem;  14 int a gomze etrezo diwar-benn ar pezh a oa c'hoarvezet.  15 Evel ma komzent, ha ma poellataent, Jezuz e-unan, o vezañ tostaet, en em lakaas da vale ganto.  16 Met o daoulagad a oa dalc'het, en hevelep doare ma n'anavezjont ket anezhañ.  17 Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c'homzoù-se a lavarit etrezoc'h, en ur vont en hent, ha perak oc'h ken trist?  18 Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezhañ: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an traoù c'hoarvezet enni en deizioù-mañ?  19 Eñ a lavaras dezho: Ha petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo erruet gant Jezuz a Nazared, ur profed bras, galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,  20 ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e varnet d'ar marv, hag e staget ouzh ar groaz.  21 Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel, ha koulskoude, setu an trede deiz ma'z eo c'hoarvezet an traoù-se.  22 Gwir eo penaos gwragez bennak, eus hon touez, o deus hor gwall souezhet; rak o vezañ bet aet d'ar bez a-raok an deiz,  23 n'o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho, ha lavaret e oa bev.  24 Hiniennoù ac'hanomp a zo aet d'ar bez, hag o deus kavet an traoù evel m'o deus ar gwragez lavaret dezho, met eñ, n'o deus ket e welet.  25 Neuze e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded!  26 Ha ne oa ket ret d'ar C'hrist gouzañv an traoù-se, ha mont en e c'hloar?  27 Neuze e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze outañ adalek Moizez betek an holl brofeded.  28 Evel-se e tostaent ouzh ar vourc'h e-lec'h ma'z aent, met Jezuz a rae van da vont pelloc'h.  29 Int a reas dezhañ chom ganto, o lavarout dezhañ: Chom ganeomp, rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto.  30 Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras bara hag e trugarekaas; hag o vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho.  31 Neuze o daoulagad a zigoras hag ec'h anavezjont anezhañ; met eñ a dec'has a-zirak o daoulagad.  32 Neuze e lavarjont an eil d'egile: Hor c'halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent, ha pa zisklêrie deomp ar Skriturioù?  33 O sevel en eur-se memes, e tistrojont da Jeruzalem, hag e kavjont an unnek hag ar re a oa ganto dastumet asambles,  34 o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon.  35 D'o zro, e lavarjont ivez ar pezh a oa erruet ganto en hent, ha penaos o devoa e anavezet p'en devoa torret ar bara.  36 Evel ma komzent evel-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz, hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!  37 Met int, spontet ha spouronet, a grede gwelout ur spered.  38 Eñ a lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù?  39 Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, rak me va-unan eo. Stokit ennon, ha sellit ouzhin; rak ur spered n'en deus na kig na eskern evel ma welit em eus.  40 O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid.  41 Met evel, en o levenez, ne gredent ket c'hoazh, ha ma oant souezhet, e lavaras dezho: Bez' hoc'h eus un dra bennak da zebriñ?  42 Hag e rojont dezhañ un tamm pesk rostet hag un derenn vel.  43 O vezañ o kemeret, e tebras dirazo.  44 Neuze e lavaras dezho: Setu ar pezh a lavaren deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h, e oa ret ma vije peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er Brofeded hag er Salmoù.  45 Neuze e tigoras dezho o spered, evit ma komprenjent ar Skriturioù.  46 Hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, [hag evel-se e oa ret,] e c'houzañvje ar C'hrist, hag e savje a varv d'an trede deiz,  47 ha ma vije prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoù, e-touez an holl bobloù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.  48 C'hwi eo an testoù eus an traoù-se,  49 ha setu, ez an da gas deoc'h ar pezh en deus va Zad prometet. Evidoc'h-hu, chomit e kêr Jeruzalem, ken na viot gwisket gant ar galloud eus an nec'h.  50 Neuze e tegasas anezho er-maez betek Betania, hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho.  51 Hag e c'hoarvezas evel ma vennige anezho, e pellaas diouto, hag e voe savet en neñv.  52 Int, o vezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras.  53 Hag e oant dalc'hmat en templ, o veuliñ hag o vennigañ Doue. [Amen.]